Spot o kousket e ti ur mignon

Fiñvskeudenn

Evit sellet ouzh ar fiñvskeudenn : https://www.youtube-nocookie.com/embed/t82AplOiRjM

Treuzskrivadur

Kanaouenn

Spot, Spot, Spotig bihan
a zo hor mignon jentil ha koant.
Spot eo hor mignon gwellañ,
Deuit da c'hoari gantañ,
gant Spot, Spot, Spot !

Divizoù

Salli — Spot ? Spot ! O ! Aze emaout.
Edo Spot o komz gant Malo.
Spot — Mammig, ha gallout a ran chom da gousket e ti Valo fenoz.
Malo — Mar plij ganeoc'h !
Salli — Ya, evel-just !
Spot — Trugarez, Mammig ! Mont a ran da dapout un nebeud traoù.
Salli — Spot, petra a gasez ganit ?
Spot — O ! nebeut a dra…
Malo — Deomp ’ta, Spot !
Spot — Emichañs ne ’m eus ankounac'haet netra.
Malo — Dre chañs emaon o chom damdost amañ.
Spot — Ur ruz-revr nevez ac'h eus bet ! Deomp da c'hoari !
Malo — Kae ’ta, Spot !
Spot — Pignet on.
Malo — Diwall da gouezhañ war ar bleunioù, Spot !
Ar c'honikl — Re ziwezhat ! Re ziwezhat ! Re ziwezhat !
Spot — Deus ’ta, Malo !
Malo — Ya !
Spot — Plijadur a zo ! You hou ! Malo ! E-pelc'h emaout, Malo ? Malo ! A-dreñv ar wezenn emañ pe betra… O ! Iskis eo…
Malo — Oc'ho, Spot !
Spot — N’on ket evit pignat aze.
Malo — Ne ’c'h eus nemet brañskellat war ar vandenn-rod.
Malo — Setu da vamm o tont, Spot.
Spot — Ata, Mammig !
Salli — Se a zo chomet war da lerc'h.
Spot — Trugarez Mammig !
Mamm Malo — Poent eo mont da gousket, paotred !
Malo — Petra a zo ganit e-barzh da sac'h, Spot ?
Spot — O, netra… Noz vat, Malo !
Malo — Noz vat, Spot !
Spot — Kenavo !