Spot dindan ar glav

Fiñvskeudenn

Evit sellet ouzh ar fiñvskeudenn : https://www.youtube-nocookie.com/embed/LP9exvhENYc

Treuzskrivadur

Kanaouenn

Spot, Spot, Spotig bihan
a zo hor mignon jentil ha koant.
Spot eo hor mignon gwellañ,
Deuit da c'hoari gantañ,
gant Spot, Spot, Spot !

Divizoù

Dihuniñ a reas Spot gant trouz ar glav.
Spot — Arsa ! me ’ gav din e vo ret din chom er gêr hiziv.
Salli — Poent lein, Spot !
Leinañ a blije kenañ da Spot. Hag evel boaz e tebras betek al lipadenn diwezhañ. Goude lein e sellas Spot dre ar prenestr.
Spot — Dispar ! tavet eo ar glav ! Bremañ ’ c'hallan mont er-maez da c'hoari, Mamm ?
Salli — Mat eo din. Met na ruilh ket da gorf er geot gleb !
Er-maez e chomas Spot a-sav da sellet ouzh ar ganevedenn.
Spot — O ! pegen brav eo ! Hop ! Hop hop hop ! Dihan da hejañ ar wezenn, Malo !
Malo — Salud, Spot !
Spot — Glebiet on bet ganit.
Malo — Digarez, Spot !
Tre d’ar c'houlz-se e tremenas Lena hebiou.
Spot — Tavet eo ar glav… !
Lena — Hag ez eo.
Spot — Ne ’c'h eus ket ezhomm deus ar re-se ken ?
Lena — Eus. Ezhomm ’m eus eus an heuzoù da kerzhet er poulloù.
Malo — Evel e-barzh hemañ, pa lavarez !
Lena — Sot oc'h aet ho-taou ! Bremañ ’c'h eo gleb-par-teil ho treid.
Malo ha Spot — Ne ran ket forzh. Plijus eo !
Lena — Adkrog eo ar glav. Ha me a zo sec'h. Plijadur deoc'h !
Spot — Spot ! Deus tre, Spot !
Pa welas pegen gleb e oa Spot e savas droug e Salli.
Salli — Kae er gibell diouzhtu ! paotrig fall !
Spot — N’eo ket poent mont da gousket c'hoazh !
Malo — Plijadur a vez, met goude-se e kav din ’m bo bet ma gwalc'h a zour evit an devezh.
Spot — Kenavo !