C'hoariell garetañ Spot

Fiñvskeudenn

Evit sellet ouzh ar fiñvskeudenn : https://www.youtube-nocookie.com/embed/EnDFmC_qwgg

Treuzskrivadur

Kanaouenn

Spot, Spot, Spotig bihan
a zo hor mignon jentil ha koant.
Spot eo hor mignon gwellañ,
Deuit da c'hoari gantañ,
gant Spot, Spot, Spot !

Divizoù

Edo Spot o c'hoari gant e vignon Tudi.
Tudi — N’on ket ken barrek ha te, Spot. O ! Seblant glav zo…
Spot — Glav a ra, Tudi. Deomp en ti !
Tudi — Me a zo o vont da lavaret da ’m mamm petra emaon oc’h ober. A-barzh pell e vin en-dro.
Spot — Da ’m soñj ’c'h eo ma bolotenn ar c'hoariell a blij din ar muiañ. Mamm, glav a ra. Tu a zo deomp c'hoari en ti ?
Salli — Evel-just ! met arabat c'hoari gant ar volotenn e-barzh an ti, Spot.
Spot — Gant petra e c'hoariin ? Gouzout a ran, gant ma zren bihan. Houmañ ’c'h eo ma c'hoariell garetañ.
Tudi — Emaon en-dro, Spot ! Ha c'hoari a raimp gant ar c'hirri bihan ?
Spot — O, ya ! Ar c'hirri bihan a blij din kalz ! Deus ma vint lakaet da redek ! An hini kentañ arruet gant ar ganastell ! Unan, daou, tri, chaou !
Salli — Diwallit d’an arrebeuri, paotred !
Tudi — Ya, ur wezh c'hoazh, ha war-lerc'h e rankin mont d’ar gêr. Un’, daou, tri, chaou ! Bremañ… Ret eo din mont, Spot. Ale, ken warc'hoazh !
Spot — Ken àrc'hoazh, Tudi ! Gant petra e c'haoriin bremañ ? Gant ma c'huboù !
Salli — O ! Spot ! Sell ’ta. Emañ Lena o tont.
Lena — Salud, Spot ! O, kuboù ! Da c'hoarielloù karetañ ’c'h int ?
Spot — Ya ! Gwelomp pegen uhel e c'hallomp o sevel.
Salli — Spot !
Lena — ’M eus aon ’c'h eo gwell din mont d’ar gêr. Kenavo, Spot !
Salli — Poent mont da gibellañ bremañ !
Spot — Diouzhtu, Mamm ! Gant ma bag e c'hallin c'hoari. Ma c'hoariell garetañ ’c'h eo.
Salli — Spot ! Goude da gibelladenn e ranki klenkañ da c'haorielloù ha mont da gousket. Klenket eo da c'hoarielloù ganit, Spot ?
Spot — Ya, Mamm, war-bouez Arzhig. Ma c'hoariell garetañ ’c'h eo, da vat !
Salli — Paotr mat, Spot ! Hunvreoù c'hwek dit !
Spot — Kenavo !