Skrivagnerien – Bernez Tangi (4)

Fiñvskeudenn

Evit sellet ouzh ar fiñvskeudenn : https://www.brezhoweb.bzh/Skrivagnerien-bernez-tangi-4_fiche_896.html

Treuzskrivadur

Treuzskrivet eo bet ar gaoz goude ar barzhoneg (2:24).

Kaoz

Ya… Gant Ar saouzanenn ’m eus bet c'hoant da dibuniñ ur gontadenn, ur barzhoneg diwar-benn an ankounac'h hag ar follentez. Louzaouenn an ankounac'h eo ar saouzanenn. Deuet eo deomp dre ar vojenn, dre ar c'hontadennoù. Meneget eo ba Gregor Rostrenenn en e c'heriadur1. Ur vaouez kozh e Speied e oa degouezhet gant he gwaz bezañ strobet war ar saouzanenn. Hag e oa bet degouezhet en un ostaleri div eurvezh war-lerc'h, kollet penn-da-benn, noazh e vruched, saouzanet, spontet, pennfollet. Hag ivez ar follentez, peogwir… Degouezhet eo bet din bezañ sot meur a-wezh e-barzh ma buhez, hag eo ur stad c'houzanvus a-walc'h, met… e weler… e-pad ar prantad-se e weler an traoù spisoc'h, sklaeroc'h memestra. Staget eo ouzh an hunvre. Setu ’m eus bet c'hoant da digeriñ frank dorejoù an hunvre ’barzh ar barzhoneg-se. Alies e teu an traoù eus an diabarzh, eus neblec'h a-wezhioù. Setu eo dav a-wezhioù klask lakaat an traoù da zont er-maez. Ar barzhoneg a zo evel ur ganedigezh un tamm. Hag ar barzh a zo un tamm an amiegez. Setu penaos… Hag eo tost ivez ouzh ar preder. Gant ur barzhoneg e c'haller dirouestlañ kudennoù, e c'hallez lakaat anezhe da zont war wel, peogwir… An dra-se a chom don en diabarzh, met… dav eo lakaat anezhe da zont war wel. Ur barzhoneg a zo ur c'han en e unan, peogwir… Gant ur barzhoneg e c'haller c'hoari gant ar gerioù, gant sonerezh ar gerioù, gant o ster, gant forzh petra. Setu, liammet eo gant ar sonerezh penn-da-benn. Skrivañ a zo, evidon-me… Ar fed skrivañ a zo nebeut a dra, peogwir… Alies ar barzhoneg pe ar skrid a orin a zo barzh ma fenn e teu din ’n ur labourat, ’n ur bourmen, ’n ur hunvreal a-wezhioù e-kreiz an noz. Setu ar barzhoneg a deu eus neblec'h, hag e… Skrivañ a zo kentoc'h dalc'h soñj, met eo ar fromadenn a gont, n’eo ket ar fed skrivañ. Skrivañ a zo nebeut a dra. Se zo ivez, un tamm, ur voutailh taolet b’ar mor daved unan bennak a c'hallo resev ivez ar fromadenn ez peus bet, te da-unan. Sevel ur barzhoneg, pe ur skrid bennak, a zo krouiñ. Hag ur blijadur, ur gwir blijadur a zo krouiñ a zo ivez plijadur an ijin. Se zo kalz.

Notenn

1. « OUBLIE, plante rampante qui, dit-on, égare ceux qui marchent dessus, ar saouzanenn, ar savanenn, ar savane » (Dictionnaire français-celtique ou françois-breton, Grégoire de Rostrenen, Guingamp, 1834).